DEGEMER Ar sinagot pe sinago a zo ur vag labour dre lien, perzh eus Sine e kichen Gwened (talvezout a ra ivez ar ger evit annezidi ar gumun-se e galleg). Implijet e oa bet a c’hiz kozh evit istra ha chevretezagant seier-drag, pe raloc’h, gant ur poch bras pe gant ur chalu a berchenn betek penn-kentañ an XXvet kantved, hep kuitaat ar Mor Bihan.Paramant ar sinago a vez savet gant div wern gant pep a ouel tredefarzhet : ur mizan a-raok hag ur ouel vras a-dreñv, « taillevent » he anv . Kontrol da darn vuiañ ar chaloudoù, e vez gant ar sinagour stramm disobant, o c’houzout ne verde ket normalamant war ar mor bras.A c’hiz kozh eo okr ruz liv ar gouelioù. Savet eo al liv-mañ gant ur meskaj soav ha rusk gwez pin brellet implijet evit kivijañ anezho.Ma c’helle livioù gouelioù ar bigi hengounel bezañ disheñvel d’ur rannvro d’eben, ha zoken d’ur porzh d’egile, eo bet ar c’houc’h atav koaltaret. Er bloavezhioù 60, e tiviz ur strolladig perc’henned bigi plezañs en em vodañ evit gwareziñ ar sinagot, emskiant ma oant eus e dalvoudegezh e glad ar mor. Krouet e oa bet kevredigezh Mignonedar Sinago e 1969. Er bloavezhioù 70 e vage he izili gant ar sinago « Vainqueur des Jaloux » (Trec’h ar re c’hourvennek) (savet war-dro 1933) perentiaj an gevredigezh d’ar mare-se.Bremañ emañ ar gevredigezh o kempenn hag o vont war vor gant 3 sinagots : – Les Trois Frères (an tri breur) savet e 1943, rummataet evel monument istorel e 1983 ha renevezet e chanter ar Guip e 1985. – ar MAB er Guip savet e 1985, kopi Vainqueur des Jaloux. – ar Joli Vent (Avel Vrav) ijinet da-gentañ evit ar plezañs e 1958 a oa bet renevezet e 2009. Ahelet eo obererezhioù an gevredigezh Mignoned ar Sinago gant he mennadoù : treuskas ha buheziñ hengoun ar sinagoioù.Evit hen ober e vez aozet baleadennoù gant ar sinagoioù eus miz Ebrel da viz Here.– pal ar sortiadennoù « dizoloadenn » er Mor Bihan, hag a-wechoù pelloc’h, a zo kakaat an izili nevez da dañva plijadur ar verdeadurezh.– ar sortiadennoù « kevredigezh » a zo o fal pleustriñ war an doare da embregiñ seurt bigi evit bezañ ampartoc’h pe evit ar blijadur nemetken. A hend-all eo prezent ar gevredigezh da geñver festoù pe manifestadegoù war vor evel Sizhuniad ar Mor Bihan, Regataoù vras Porzh Navaloù, An dolgenn aour e Redon, Gouel ar mor e Penerf, GouelKarennañ er Logeo, fest an daou kal e Sine, fest ar Gouelioù Ruz e Porzh Anna, hag all …E-pad ar manifestadegoù-mañ e talc’h ar gevredigezh ur stand evit brudañ ar Sinago, ar gevredigezh hag hec’h oberiantizoù. Bezañ ezel ar gevredigezh ne dalvez ket bageal nemetken, met ivez bezañ perzh e labourioù kempenn al listri, un doare a-feson d’o anavezout gwelloc’h. Ul labour pouezus eo evit derc’hel ar bigi e stad mat, labourioù boutin, dresoù bihan, karennadur, livadur pe peurgempennoù goude labourioù brasoc’h graet gant chanter ar Guip e Izenac’h. Derc’hel ha reiñ da c’houzout d’ar brasañ niver eñvor ar sinago eo ivez unan eus palioù ar gevredigezh, o verañ an dielloù dastumet ha renket, e-liamm gant istor ar sinagoioù pe an doareoù disheñvel da besketa. Evel-mañ eo anavezet gwelloc’h emdroadur hag implij ar vag-mañ. Un doare eo lec’hienn an gevredigezh da lakaat el linenn evit an holl keleier a-zivout hec’h oberiadennoù (bageadennoù, gouelioù mor, darvoudoù, atalieroù, pennadoù kazetennoù, hag all … ha c’hoazh resisadurioù a-zivout ar bigi o-unan (planoù, levrigoù embregadennoù, martolodaj, kanaouennoù martoloded, hag all …) Ret eo d’an nep a gemer perzh e oberiadennoù ar gevredigezh bezañ ezel ha bezañ paeet e skodenn evit ar bloavezh.