|
Ur skipailh nav mignon e oamp, ambrouget mat gant Maxime, Daniel hag André, war ar « Joli Vent », unan eus an div vag a zo bet nevesaet gant ar gevredigezh « Mignoned ar Sinago ».
Ar re a ouie ar mod da vageal o deus kavet petra d’ober buan, ha kemeret plas ar c’habiten zoken. Displeget eo bet d’ar re all penaos sikour evel-just hag e fin an devezh e oa bet sturiet ar vag gant darn vrasañ arc’hanomp.
|
|
|
Ret eo bet sachañ, bountañ…‚ keit ma oa lod o rouzañ, hag oc’h ober kousk-ae.
|
|
Met evel-just hon eus paket ur banne gwin gwenn o tremen dirak ar manac’h gwenn. Abred diouzh ar mintin e oa koulskoude, met an hengoun‚ zo an hengoun ! Diskleriet eo bet pedenn ar manac’h en brezhoneg gant André.
|
|
|
|
|
Kaset omp bet gant ar vag hag an avel evel-just, rak n’eo ket bet dav lakaat ar c’heflusker tamm ebet, betek enezenn Ilur, goude bezañ bet tremenet etre Enizenac’h hag an Arzh. Debret hon eus war vourzh ur pezh-mell friko. Diskennet omp ur frapadig evit ober tro an enezenn, ul lec’h gwarezet.
|
|
Ha distroet omp sioulig betek ar porzh. Sioulig? Kreñvaet e oa an avel ha lañs a oa gant ar vag. Kosteziañ a rae ar vag beteg re evit lod arc’hanomp… Evelkent, prest an holl da zistreiñ, dreist-holl ma vez ken brav an amzer, ha ken digemerus ar skipailh martoloded. Plijadur a zo bet devezh pad o pageal er mor bihan.
|
|
Pegoulz ar wech a zeu, neuze?!?
|
|
|