Degemer

Logo ADS Modifié

Ar sinagot pe sinago a zo ur vag labour dre lien, perzh eus Sine e kichen Gwened (talvezout a ra ivez ar ger evit annezidi ar gumun-se e galleg). Implijet e oa bet a c’hiz kozh evit istra ha chevreteza gant seier-drag, pe raloc’h, gant ur poch bras pe gant ur chalu a berchenn betek penn-kentañ an XXvet kantved, hep kuitaat ar Mor Bihan. Paramant ar sinago a vez savet gant div wern gant pep a ouel tredefarzhet : ur mizan a-raok hag ur ouel vras a-dreñv, « taillevent » he anv . Kontrol da darn vuiañ ar chaloudoù, e vez gant ar sinago
ur stramm disobant, o c’houzout ne verde ket normalamant war ar mor bras. A c’hiz kozh eo okr ruz liv ar gouelioù. Savet eo al liv-mañ gant ur meskaj soav ha rusk gwez pin brellet implijet evit kivijañ anezho. Ma c’helle livioù gouelioù ar bigi hengounel bezañ disheñvel d’ur rannvro d’eben, ha zoken d’ur porzh d’egile, eo bet ar c’houc’h atav koaltaret. Er bloavezhioù 60, e tiviz ur strolladig perc’henned bigi plezañs en em vodañ evit gwareziñ ar sinagot, emskiant ma oant eus e dalvoudegezh e glad ar mor. Krouet e oa bet kevredigezh Mignoned ar Sinago e 1969. Er bloavezhioù 70 e vage he izili gant ar sinago « Vainqueur des Jaloux » (Trec’h ar re c’hourvennek) (savet war-dro 1933) perentiaj an gevredigezh d’ar mare-se. Bremañ emañ ar gevredigezh o kempenn hag o vont war vor gant 3 sinagots :

Hor keveler

Facebook
YouTube
Instagram